Brezhoneg

Bharata Natyam e brezhoneg


«D'al lec'h ma'z a an dorn ez a ar sell

D'al lec'h ma'z a ar sell ez a ar spered

D'al lec'h ma'z a ar spered emañ ar galon

E lec'h m'emañ ar galon e tiwan ar from»


Abhinaya Darpana (melezour ar jestr)

Ar Bharata-Natyam : kontadennoù dañset


Dañs klasel Su India eo ar Bharata-Natyam, kozh-kenañ (muioc'h eget 2000 vloaz) ha dañset e veze en temploù gant dañsourezed sakr. Kinnig a ra tammoù eus ar vitologiezh hag implijout a ra ur seurt yezh dre sinoù evit « istitlañ » ar c'hanaouennoù.


Dre ma vez kinniget darvoudoù eus buhez an doueed gant an dañs, n'emañ ket pell ar Bharata-Natyam diouzh bed ar c'hontadennoù ha displegañ a reomp an istorioù (gant ar jestroù) a-raok dañsal anezho, neuze, meur a wech hon eus kenlabouret gant kontourien evit aozañ arvestoù hag a vode dañsoù ha kontadennoù.


Labourat gant skolioù, kreizennoù dudi, kevredigezhioù…


Kinnig ha reomp stajoù ha kentelioù.


Ha dre an dañs e c'heller labourat war ar yezh, ar c'horf, sevenadurioù ar bed, lakaat an dud da gemer perzh en un arvest…  

 

(foto : an heizez hag an tigr)

Raktresoù liesseurt da sevel…


Ar simplañ eo kinnig stajoù evit dizoleiñ an dañs met dennus-kenañ eo ledanaat ar mennozh hag aozañ raktresoù hag a liamm an dañs ouzh ar c'hontadennoù, ar sport, ar yoga, ar sonerezh, sevenadurioù ar bed… Pe sevel un arvest dañs kinniget e brezhoneg, ur gwir veaj e bro an doueed !


Ma vezit dedennet gant ar raktresoù e brezhoneg e c'hellit mont e darempred gant Yvon Bourlès
06.89.30.14.06

yvon.bourles@orange.f


▼ Danvez ar staj ▼


Emdommañ.

Stlakadennoù an treid war al lusk

Pozadennoù diazez

Un nebeud heuliadennoù simpl

Ur bedenn verr gant moudraoù (jestroù an daouarn)

Ur goregrafiezh verr war ar sonerezh



▼ Priz ha doareoù 


Ur priz hepken : 10€ an abadenn

Dont gant dilhad klet

Live rekis ebet.

Hini ebet e brezhoneg kennebeut : dre soubidigezh e vo ar staj. 

Da bep hini e lezomp ar frankiz da dennañ ar pep gwellañ eus an abadennoù, pe live bennak a vefe gantañ.


enskrivadur : yvon.bourles@orange.fr

06.89.30.14.06


▼ Contenu du stage ▼

 

Echauffement

Frappes de pieds en rythme

Positions de base

Quelques enchainements simples

Une courte prière avec des moudras (gestes des mains)

Une courte chorégraphie en musique


▼ Tarif et modalités ▼


Tarif unique : 10€ la séance

Venir en tenue confortable

Pas de niveau spécifique de pratique corporelle requis.

Pas de niveau spécifique en breton non plus : le stage sera immersif, nous laissons à chacun l'appréciation de sa propre aptitude à en retirer les meilleurs fruits possibles, quelle que soit sa pratique de la langue.


inscription : yvon.bourles@orange.fr

06.89.30.14.06


Deiziataer an darvoudoù e brezhoneg



Ur staj nevez e-kerzh Mizvezh ar Brezhoneg 2023 !



11/03/2023 Staj Bharata-Natyam. Sant-Jakez-al-Lann


05/03/2022 Un devezh e brezhoneg : Qigong, Yoga, Bharata-Natyam. Sant-Ervlan. Aozet gant Yezhoù ha Yec’hed.


16/10/2021 staj Bharata-Natyam. Sant-Jakez al Lann.


03/04/2021 staj Bharata-Natyam. Karnod (Chartres de Bretagne).